mardi 30 mars 2010

Senjô no Valkyria / Valkyria Chronicles

Kentañ gwell: 2009
Kaset da benn gant : Studio A1 / SEGA
Doare : brezel, karantez
Tammoù : 13 ?


An Istor
Lec'hiadur an istor a vez Europa er bloavezhioù 30. Ur vro bihan Gallia a vez stanket etre daou aozadur etrevroadel ramzel o vrezeliañ diehan: an Impalaeriezh d'eus reter Europa hag an aozadur Atlantel evit ar c'hornog. An daou a vez enebour da Gallia, rak ar vro se a vez an hini nemetañ o kaout ar "Ragnit", un energiezh a c'hellfe reiñ ar maout d'an hini a vestroniñ anezhi .
Alicia Melchiott, a vez an aroz, ur grennard emezelet e-barzh strollad-emzifenn Bruhl, ur geriadenn war harzoù Gallia. Ar brezel a vez diskleriet etre he vro hag an impalaeriezh d'eus reter Europa. Penaos e vezo tu dezhi difenn he vro, e geriadenn hag he vuhez e-kerzh ar brezel.

Hor ali: An dresadenn-vev Senjô no Valkyria / Valkyria Chronicles
a vez un adkemer d'eus ur c'hoari ps3 kaset da benn gant Sega. An doare tresañ a vez ispisial evit un dresadenn-vev japanaat rak adkemeret d'eus tres ar c'hoari. An temoù a vez liesseurt: ar brezel, ar garantez, ar ouennelouriezh, an natur,... Ar sonerezh hag an tres a vez dibar, kement-mañ evit an dudennoù. Betek-hen nebeut d'eus an tammoù a zo deuet 'maezh.



A.M.V




Emaoc'h war bajenn an A.M.V

Setu amañ un nebeut A.M.V a dalvez ar boan da vezañ gwelet pe pellkarget. Un A.M.V a vez ul labour digoust kaset da benn gant tud hag a blij dezho an tresadennoù-bev Japanaat. Kemmesket e vez ganto sonerezh ha lodennoù un tresadenn-bev evit ober un doare klip. Lod anezho a vez dibarr! Evit pellkargañ, n'ho peus nemet da glikañ war titl an heulienn.




Lec'hienn nevez Breiz Atao Fansub


Ul lec'hienn nevez evit Breiz Atao fansub

Setu amañ dindan ho taoulagad, lec'hienn nevez ar skipailh Breiz Atao Fansub.
Mod kozh betek-re, re zizurziet ret e oa kemm mod pe vod.
Vit an dud na anavezent ket ar skipailh hag he fal, ar menno kaset da benn a vez da sikour dioroadur ar Brezhoneg ha war ar memes tro eskemm war an danvez Aziat, dreist-holl an tresadennoù bev Japanaat.

Voila devant vos yeux le nouveau site de l'équipe Breiz Atao Fansub.
L'ancien était trop amateur et brouillon donc voici un autre.
Pour ceux qui ne connaissaient pas l'équipe ni son but, le but est d'aider le breton à se développer et par la même de partager notre passion de l'Asie, le monde de l'animation en priorité.